terça-feira, 31 de janeiro de 2012

Dollar stadunanat

An dollar amerikan, graet dollar US anezhañ a-wechoù (kod bank USD), zo anezhañ unanenn voneiz Stadoù-Unanet Amerika. Gouarnamantoù un nebeut broioù all a ra o moneiz ofisiel ha lezennel gantañ. Arouez an dollar US zo $ pe USD pe US$ da lakaat kemm etre anezhañ hag an dollarioù all. Rannet eo e 100 sent.
Degemeret e voe gant Kendalc'h ar c'hengevred ar Stadoù-Unanet d'ar 6 a viz Gouere 1785,[2]. Ar moneiz muiañ implijet er bed eo e treuzgreadoù etrevroadel.[3] Meur a vro a implij an dollar amerikan evel o moneiz ofisiel ha lod all a implij anezhañ evel o moneiz de facto. Ouzhpenn US$ 380 miliard a oa war red (?) e 1995, an daoufarzh er-maez eus ar Stadoù-Unanet. Daougementet eo ar sifr-mañ dek vloaz war-lerc'h gant tost da $ 760 miliard, eus an hanter d'an daoufarzh anezho o vezañ en estren. [4] Se a dalv ur feur kresk keitat a war-dro 7.6%. Hogen e oa aet an euro dreist d'an dollar e miz Kerzu 2006 diwar-benn talvoudegezh kenstrollet an arc'hant dizolo war red.[5] Diwar neuze he deus savet talvoudegezh a-vremañ an euroioù war red da ouzhpenn € 695 miliard, kevatal da US$ 1 029 miliard diouzh ar feur eskemm a-vremañ.[6]

Nenhum comentário:

Postar um comentário